"An Taol-Lañs"
0,00€
Evit lidañ 10 vloaz al leurenn-lañs “An Taol-Lañs” eo bet savet gant Mignoned ar Brezhoneg ar bladenn-mañ.
Sachit ganeoc’h ! Profet eo ar bladenn deoc’h !*
* unan da bep hini ha da bep chomlec’h, frejoù kas a vo memes tra
Evit skoazellañ aozadur An Taol-Lañs ez eus ul liamm war Hello-Asso amañ ! Moaien vo deoc’h tennañ ho prof eus ho tailhoù gant ma vez anavezet a laz foran ar gevredigezh “Mignoned ar Brezhoneg”.
Evit gouzout hiroc’h war An Taol-Lañs n’ho peus nemet da glikañ amañ =D
Hag amañ e c’helloc’h selaou ouzh ar bladenn enlinenn !
Quantity
Deskrivadur
14 titl enrollet etre 2008 ha 2018
1 – Ukan – An Alkemiour (2017)
02 – Lunch Noazh – Ti ma zud (2016)
03 – Brieg Guerveno – Traoñ an hent (2014)
04 – Rhapsoldya – Daoulagad ar stourmer (2014)
05 – Vivian Rope – Me a gave din (2018)
06 – Silwink – Kêr Is (2015)
07 – Iwan B – Fulenn (2010)
08 – Brein – Aet eo (2015)
09 – Adnoz – Pep tra du pep tra gwenn (2013)
10 – Tyto Alba – Ambrosia (2017)
11 – Burtul – Bazh tan (2012)
12 – Gimol Dru Band – Labour ‘zo (2010)
13 – Egin – ‘barzh straed (2015)
14 – Sharamaka – Laponi (2013)
Graferezh gant Koulouf.
Skoazellet eo bet ar bladenn-mañ gant Ar Redadeg.
Gant ar produ-mañ e vez skoazellet :
En ur brennañ ar produ-mañ war bitrak.bzh, e vez skoazellet ganeoc'h kevredigezh Mignoned ar Brezhoneg & GBB.
Gant Mignoned ar Brezhoneg e vez aozet bep bloaz Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB).
Un darvoud meur evit ar yezh eo. Ur gouel bras eo gant sonadegoù, c'hoariva, prezegennoù, abadennoù a bep-seurt o lakaat war-well e-pad 3 devezh ar brezhoneg ha liesseurted ar krouadennoù er yezh-mañ! Dre soubidigezh e vez bevet, gant brezhonegerion·ezed tro-dro deoc'h evit ma vo ar yezh bev ha staliet mat er vuhez a-vremañ.