Pladenn 10 vloaz Ar Redadeg
5,00€
Muioc'h eget dek vloaz, dija ! Dek vloaz a levenez, a startijenn, a feiz, a gengred, a stourm, a fent... Ouzhpenn ar rederien a weler niverusoc’h-niverusañ war hentoù ar vro o tifenn dazont hor yezh, ez eus arzourien o krouiñ hag o lakaat an holl da zañsal ha da ganañ a-gevret. E brezhoneg ha gant plijadur atav ! Evit c’hwezhañ c’hwek war dekvet goulaouenn goar ar Redadeg e kinnigomp deoc’h dizoleiñ pe selaou en-dro lod eus ar c’hanaouennoù bet savet dibaoe 2008, strollet evit ar wech kentañ en ur bladenn « collector » ! Nag a eñvorennoù, neketa ?
Quantity
Gant ar produ-mañ e vez skoazellet :
En ur brennañ ar produ-mañ war bitrak.bzh, e vez skoazellet ganeoc'h kevredigezh Ar Redadeg.
Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret. An holl troet war-du un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg. Bodañ a ra miliadoù a dud e pevar c’horn ar vro ha spegus eo al laouenidigezh !