Chupenn gwer GBB 2026
50,00€
Chupenn eus ar merk Breizh "Stered" krouet gant hor c'heveler evit souten Gouel Broadel ar Brezhoneg
Quantity
Deskrivadur
80% kotoñs, 20% polyester
Liv gwer. Fas : logo "Gouel Broadel ar Brezhoneg" skrivet e gwenn ouzh ar galon, serr-prim, 2 chakodig war ar gof. Kapuchennig. Kein : "GBB yezh ar bobl, yezh ar vro".
Gant ar produ-mañ e vez skoazellet :
En ur brennañ ar produ-mañ war bitrak.bzh, e vez skoazellet ganeoc'h kevredigezh Mignoned ar Brezhoneg & GBB.
Gant Mignoned ar Brezhoneg e vez aozet bep bloaz Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB). Un darvoud meur evit ar yezh eo. Ur gouel bras eo gant sonadegoù, c'hoariva, prezegennoù, abadennoù a bep-seurt o lakaat war-well e-pad 3 devezh ar brezhoneg ha liesseurted ar krouadennoù er yezh-mañ! Dre soubidigezh e vez bevet, gant brezhonegerion·ezed tro-dro deoc'h evit ma vo ar yezh bev ha staliet mat er vuhez a-vremañ.






























