top of page

Chupenn ruz GBB

Price

50,00€

Chupenn eus ar merk Breizh "Stered" krouet gant hor c'heveler evit souten Gouel Broadel ar Brezhoneg

Ment

Quantity

Deskrivadur

70% kotoñs, 30% polyester

Liv ruz. Fas : logo "Gouel Broadel ar Brezhoneg" skrivet e gwenn ouzh ar galon, serr-prim, 2 chakodig war ar gof. Kapuchennig. Kein : tres liv gwenn ha gwer "GBB yezh ar bobl, yezh ar vro". Treset gant hor grafourez Solenn e Gwened !

Graet eo bet ar chupenn-mañ e bro Bortugal.

Gant ar produ-mañ e vez skoazellet :

En ur brennañ ar produ-mañ war bitrak.bzh, e vez skoazellet ganeoc'h kevredigezh Mignoned ar Brezhoneg & GBB.

Gant Mignoned ar Brezhoneg e vez aozet bep bloaz Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB). Un darvoud meur evit ar yezh eo. Ur gouel bras eo gant sonadegoù, c'hoariva, prezegennoù, abadennoù a bep-seurt o lakaat war-well e-pad 3 devezh ar brezhoneg ha liesseurted ar krouadennoù er yezh-mañ! Dre soubidigezh e vez bevet, gant brezhonegerion·ezed tro-dro deoc'h evit ma vo ar yezh bev ha staliet mat er vuhez a-vremañ.

Marteze e plijo deoc'h ivez...

bottom of page