top of page

“Lizig Priñsezig an dour"

Price

18,00€

Embannet eo bet "Lizig, Priñsezig an dour" gant e Ti Douar Alre hag Emglev Bro An Oriant e miz Du 2020.
Ur gontadenn lakaet e brezhoneg (get Loeiz Herrieu) skrivet ha skeudennaouet get Gerrit Theodor Rotman.

E-ser lenn ar 120 pajenn a ya d'ober al levr e voc'h kaset da heul troioù-kaer Lizig, ur gorriganez vihan, a-dreuz ur rouantelezh vurzhudus e-lec'h ma klever al logod, ar chignaned hag an tousegi é predeg èl tud. Pinvik eo neudenn an istor ; puilh ha dic'hortoz eo an darvoudoù skrivet en ur yezh flour ha bev.

E deroù an XXvet kantved e oa bet embannet an oberenn-mañ evit ar wezh kentañ. Adlabouret eo bet kement a-fed testenn (reizhskrivadur) hag a-fed skeudennoù. Ur plas frankoc'h 'zo bet roet d'an engravadurioù savet get G. TH. Rotman, ur c'hant bennak etre tout ; livet int bet oc'hpenn da se.

Quantity

Deskrivadur

Kevret get al levr e kavoc'h...

Ur bladenn 60 munutenn gant ul lennadenn get Daniel Doujet hag Anaig Lucas, heuliet get sonerezh savet get David Le Port.
Ur c'haierig get an destenn lakaet e galleg get Daniel Carré.

Oberour : G. Th. Rotman (1921)

Troidigezh : Loeiz Herrieu (1928), kempennet e 2020 gant Daniel Doujet

Skeudennoù : G. Th. Rotman

Liv ha pajennaozañ : Olivier Berson
Embanner: Ti Douar Alre hag Emglev Bro an Oriant

120 pajenn
Ment : 21 x 29,7 cm
Yezh(où): Brezhoneg (hag ul levrig liammet e galleg)
Danvez : Kontadenn

Deiziad embann : 2020
ISBN: 978-2-9570496-1-5

Gant ar produ-mañ e vez skoazellet :

En ur prenañ ar produ-mañ war bitrak.bzh, e vez skoazellet ganeoc'h kevredigezh Ti Douar Alre.

Bodañ startijenn kevredigezhel ha denel, tro-dro d'ar glad eo pal Ti Douar Alre abaoe 2013. Kinniget 'vez abadennoù liammet ganti a-hed ar bloaz e vro an Alre.

Marteze e plijo deoc'h ivez...

bottom of page