Koufrig Ar Familh Pikett'
130,00€
Ur voest pedagogel eo koufrig Ar Familh Pikett’. Krouet eo bet gant Kandalc’h, hiziv Kenleur. Kinnig a ra sevenadur Breizh d’ar vugale (kement ha d’ar re vras) adalek 6 bloaz.
Quantity
Deskrivadur
10 poster A1 1 frizenn gronologel eus istor Breizh (3m x 0,5m) 64 fichenn e brezhoneg gant goulennoù evit ar vugale (ar respontoù a zo a-dreñv) c’hoarioù ha livajoù ouzhpenn evit kaout plijadur 1 bladenn gant 61 ton, evit dizoleiñ benvegoù sonerezh hengounel ha stummoù strollad (bagadoù, kan ha diskan, laz-kanañ, strolladoù…) 1 renkell ha follennoù etrelakaet evit renkañ pep tra dre dem 1 sturlevr evit an animatour pe an animatourez da zizoloiñ ar c’houfrig 8 tem a zo, pep hini gant ur boulomig moutik evit personiañ an tem : istor, jeo, glad, yezhoù, arz, dilhadoù, dañs ha sonerezh, glad, tresadenn. Gallout a ra servij ar c’houfrig da zizoloiñ sevenadur Breizh er skolioù diwan ha skolioù divyezhek, e kreizennoù dudi pe er mediaouegoù.
Gant ar produ-mañ e vez skoazellet :
En ur brennañ ar produ-mañ war bitrak.bzh, e vez skoazellet ganeoc'h kevredigezh Kenleur.
Pal Kenleur a zo : - Fiziañ ar glad Breizh d'ar rummadoù da zont. - Bevañ sevenadur Breizh bemdez. - Kadarnaat e vez brudet ha diorroet an dañs, an dilhadoù, ar gant hag ar sonerezh, ar yezhoù eus bep korn vro, evit an holl ha dreist-holl ar re yaouank e Breizh, e Frañs hag e pep-lec'h er bed.