Chupenn Sherpa glas-mor Ar Redadeg 2026
65,00€
Ur chupenn gotoñs gant maoutenn gotoñs e-barzh evit un dilhad flour-kenañ ha tomm. Chupenn sherpa ar Redadeg 2026 a zo glas-mor ar wech-mañ !
Ur serigraferezh liv melen a zo war ar bruch tu kleiz. Tresadenn Ar Redadeg 2026 an hini eo !
Quantity
Deskrivadur
Graet eo bet ar chupenn-mañ gant merk Breizh Stered.
70% kotoñs, 20% polyester.
Gant ar produ-mañ e vez skoazellet :
En ur brennañ ar produ-mañ war bitrak.bzh, e vez skoazellet ganeoc'h kevredigezh Ar Redadeg.
Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret. An holl troet war-du un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg. Bodañ a ra miliadoù a dud e pevar c’horn ar vro ha spegus eo al laouenidigezh !





























