Chupenn "Brezhoneg ha plijadur"
35,00€
Ur chupenn tomm ha flour graet gant kalz kotoñs evit kaout tomm goude bezañ redek !
Quantity
Deskrivadur
70% kotoñs, 30% polyester
Graet e Portugal Krouet evit ar Redadeg gant ar merk Stered.
Liv du. Chupenn du gant ur serr-prim hag ur gabuch. "Brezhoneg ha plijadur" skrivet e liv glas-sklaer ouzh ar c'hein. 2 chakod, skrivet "Ar Redadeg" war an hini dehou.
Gant ar produ-mañ e vez skoazellet :
En ur prenañ ar produ-mañ war bitrak.bzh, e vez skoazellet ganeoc'h kevredigezh Ar Redadeg.
Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret. An holl troet war-du un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg. Bodañ a ra miliadoù a dud e pevar c’horn ar vro ha spegus eo al laouenidigezh !