Loeroù Ar Redadeg embann 2024
10,00€
Graet noa berzh e 2022 al loeroù ruz gwerzhet evit Ar Redadeg. N'eo ket souezhus pa vez trouz e vefe aesoc'h redek pelloc'h pa vez ho troad e-barzh al loeroù-se (n'eo ket skiantel tamm ebet met tu zo klask atav). Fardet int bet en-dro ar bloaz-mañ ! Gwelet e vez e liv melan-orañjez skeudenn ar redadeg 2024 brochennet e-barzh an dañvez. Ar pezh zo sur eo pa vez prenet al loeroù-mañ ha produioù all Ar Redadeg e skoazellit anezhi.
Quantity
Deskrivadur
Loeroù ruz flamm graet e Bro-C’hall gant A l'Aise Breizh evit ar Redadeg 2024.
2 vent diheñvel a zo : 36-41 pe 42-46
86% kotoñs, 12% polyamid ha 2% elasthan
Gant ar produ-mañ e vez skoazellet :
En ur brennañ ar produ-mañ war bitrak.bzh, e vez skoazellet ganeoc'h kevredigezh Ar Redadeg.
Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret. An holl troet war-du un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg. Bodañ a ra miliadoù a dud e pevar c’horn ar vro ha spegus eo al laouenidigezh !