top of page

Spanell Diwan Rianteg

Price

10,00€

N'eo ket posupl fardañ krampouezh hep ur spanell vrav ha hir. Ouzhpenn skoazell ac'hanoc'h treiñ ha plegañ ho krampouezh pe galetez en un doare a-feson e sikouro Diwan Rianteg bep gwech e vo implijet anezhi ! (geo, geo, oc'h ober bruderezh dezho ! )

Quantity

Deskrivadur

40sm hir. E koad kistin. Serigrafi du war an dornell.

Gant ar produ-mañ e vez skoazellet :

En ur brennañ ar produ-mañ war bitrak.bzh, e vez skoazellet ganeoc'h kevredigezh Diwan.

Ur rouedad 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise eo rouedad kelenn Diwan., astennet war 5 departamant. Ouzhpenn 4014 bugel a oa skoliataet e 2023, ha 2 drederad er skol kentañ. Digoust eo ar c'helenn, laik ha digor d'an holl. Neuze, keveler eo Diwan gant ar strollegezhioù lec'hel. Kinniget 'vez e Diwan ur c'helenn dre soubidigezh, evit ma vo mestroniet gant ar vugale ar brezhoneg hag ar galleg war ar memes live, dre gomz ha dre skrid.

Marteze e plijo deoc'h ivez...

bottom of page